Beemster


Beemster

Lec'hiadur Beemster

Krugell an oadoù (01/01/2008)

Beemster (distagañ : [1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 72,08 km² eo gorread Beemster (douar : 70,61 km², dour : 1,47 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 8 596 annezad enni. Beemster a zo ivez anv ar polder kentañ a voe savet en Izelvroioù. Meilhoù a voe implijet da zizourañ al lenn, hag an dizourañ a badas eus 1609 da 1612. Dalc'het eo bet an endro (parkeier, hentoù, kanolioù, fardelloù) evel pa voe aozet da vare an Azginivelezh. Bez emañ polder Beemster war listenn glad bedel UNESCO abaoe 1999. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d 'ober kumun Beemster : Middenbeemster, Noordbeemster, Westbeemster, Zuidoostbeemster.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search